Du jeudi 9 juillet au mardi 14 juillet 2009, Landerneau résonnera aux sons d’un festival qui se veut pluriel : musique, danse, théâtre, littérature, jeux, culture maritime…
Cette année encore, Kann Al Loar prouvera que la culture bretonne est à la croisée de tous les chemins et que le mélange des genres en fait sa richesse. Grâce à leur ouverture aux autres cultures, les artistes bretons ont su révéler une source de vitalité créatrice, c’est pourquoi le festival soutiendra ces artistes en les projetant sur le devant de la scène.
Cette 23ème édition réserve son lot de surprises avec des animations toujours plus nombreuses et variées, les incontournables Fête du Port et Festival du Léon, accompagnés de nombreux festoù-noz et concerts en soirée qui raviront petits et grands.
Eus ar Yaou 9 d'ar Meurzh 14 a viz Gouere 2009 e vo trouz e Landerne gant ur gouel liesseurt e dachenn : sonerezh, dañs, c'hoariva, lennegezh, c'hoarioù, sevenadur mor…
Er bloaz-mañ c'hoazh, e vezo prouet gant Gouel Kann Al Loar emañ sevenadur Breizh e kreiz an holl hentoù hag e teu e binvidigezh eus ar meskajoù a-bep seurt graet gant an arzourien pedet.
Arzourien Breizh a zo digor war ar bed hag ar sevenadurioù-all, diskouezet o deus e oant gouest da grouiñ. Setu perak e vezint skoazellet gant ar gouel hag e vezo roet dezho ur plas a-zoare war hon leurennoù.
An 23de gouel a ginnigo deoc'h souezhadennoù, met ivez abadennoù atav niverusoc'h ha liesseurt. Eveljust, ne vezo disoñjet na Gouel ar Porzh, na Gouel Meur Bro Leon, na lonket kennebeut ar festoù-noz ha sonadegoù an noz a blijo d’ar re vras koulz ha d’ar re vihan.